Skip to content

Galv 2012 evit liested yezhoù ha sevenadurioù Republik Bro Frañs

novembre 28, 2011

DEOMP DE’I

Galv 2012 evit liested yezhoù ha sevenadurioù Republik Bro Frañs.

Chom a ra Bro Frañs diwezhañ Stad vras Unaniezh Europa o nac’h anavezout gwir yezhoù he ziriad hag ar sevenadurioù a zo stag outo.

He folitikerezh kreizennet hag unvanus war bep dachenn eus an deskadurezh betek ar mediaoù hag ar vuhez ekonomikel, sokial ha sevenadurel, a lako da vont da get yezhoù ha sevenadurioù perzhiad da c’hlad Bro Frañs evel ma tisklêr ar Vonreizh abaoe 2008, met ivez da liested ha pinvidigezh eztaol sevenadurel an denelezh.

Gwallañ a ra dellezegezh ha gwirioù an dud ezel eus kumuniezhioù yezh disheñvel, ar pezh a vez tamallet ingal gant an ensavioù etrevroadel.
Dre ma vo dalc’het dilennadegoù Prezidant ar Republik en nevez-hañv a zeu, emañ ar gevredigezh keodedel o sevel e pep bro. Goulenn a ra digant pennadurezhioù ar Stad ha digant ar re a glask mouezh ar geodediz :

Ma vo anavezet o gwirioù ha savet ul lezenn evit reiñ ar gwir da implijout o yezhoù hag o sevenadurioù war bep tachenn,
Ma vo kadarnaet gant Bro Frañs Karta yezhoù rannvro pe minorelezhioù Kuzul Europa, a oa bet sinet ganti e 1999 met ket kadarnaet.

Gant ar palioù-se, e vo aozet ur c’houlzad brudañ er mizioù a zeu ha savet manifestadegoù bras dezho stummoù disheñvel e meur a gêr d’an 31 a viz Meurzh 2012 : eus Tolosa da Gemper, eus Aiacciu da Berpinyà, eus Strasbourg da Vaiona hag e Poitiers, hag obererezhioù a bep seurt vo aozet er broioù Tramor.

Deuomp holl da vanifestiñ d’an 31 a viz meurzh 2012 e Kemper evit larout :

DEOMP DE’I evit ar brezhoneg hag evit hor yezhoù
Hor yezhoù, hor sevenadurioù  = ur gwir, ul lezenn
Ur binvidigezh eo al liested lakaat Karta Europa ar yezhoù da dalvezout
Un demokratelezh wirion : gwir galloudoù evit Breizh adunanet

Kregiñ a raio an devezh stourm d’ar gwener noz, gant ur brezegenn savet gant Gilbert Dalgalian diwar-benn pouez liesegezh ar yezhoù ha sevenadurioù evit dazont mabden.
D’ar sadorn beure, e vo prezegennoù all diwar-benn pouez ar brezhoneg hag ar sevenadur er vuhez politikel hag ekonomikel. Ha war an dro, e vo dalc’het ur marc’hadig, plasenn Sant Kaourintin gant embregerezhioù pe kevredigezhioù hag a implij ar brezhoneg.

Goude merenn, ar vanifestadeg veur ha startijenn ganti adalek 2 eur a vo heuliet gant ur mell sonadeg da 5 eur gant ur bern arzourien, o tifenn hor gwirioù sevenadurel diazez.

Les commentaires sont fermés.

%d blogueurs aiment cette page :